|
| [ Envoyer un message ] | [ Forum brezhoneg ] | [ F.A.Q. ] | [ Chat ] |
| (2 visiteurs) |
| Forum E Brezhoneg mar plij ! | Modification: 5/9/2005 Création: 26/8/2002 |
|
|---|---|---|
Ul lec'h da gomz brezhoneg war ar genrouedad... Un endroit pour échanger en langue Bretonne sur le net... |
||
Setu ar pezh a zo azonus kenañ. An dud o tegouezhout warzu an Emsav a chom Gallaoued eveljust, keit ha n'eo ket brezhonekaet o fred dre zeskiñ yezh an Emsav. Neuze e chom dre ret ganto ur meizad folklorel eus ar "Bretagne" rannvro ar Frañs. Evelse emañ dreistholl abaoe ar brezel diwezhañ.
Perak n’en deus ket disoc’het al luskad folklorel brezhon gant un obererezh broadel ?
Emañ an arbennoù da glask war daou du : moustradur ar vrezhonelezh, enkadenn an Emsav.
Poblañs Vreizh a c’houzañv, en un doare dispis-kenan, diwar voustradur he brezhonelezh : dre wask kevredigezhel ar c’hendereoù-leviañ hag ar vourc’hizion c’hallekaet, dre ar framm gall a roas o nerzh-gwaskañ d’ar c’hendereoù-se, dre ar vuhez foran hiron diwanet da heul, ez eus bet degaset war Vreizh doareoù-bevañ na glotont ket gant plegoù don pobl Vreizh.
Ar plegoù-se n’int ket bet diverket evit kelo, met n’o deus mui hent ebet d’en em ziskouez : ne sav ken diouto sevenadenn ebet, sevenadur ebet. Se eo a lavaromp pa zisplegomp emañ ar stuzegezh c’hall evel ur gwiskad marv war ar speredegezh vrezhon, pe c’hoazh ez eo moustret ar vrezhonelezh. « Moustret » a gemeromp amañ er ster politikel boas : gwasket, met dreist-holl er ster bredoniel : argaset diouzh tachadoù sklaer, oberiant, frouezhus ar spered, ha bezant hepken en tachadoù diemouez, teñval, mut ha distuz.
O tegas un termen freudel un tammig diamzeriet hiziv, met skeudennus, e lavaror emañ an Dreistme gall o ren war spered ar Vrezhoned, – hervez Freud ez eo an Dreistme ur youl-reoliñ estren buhezet a-benn ar fin evel e youl dezhañ e-unan gant an den en gouzañv. E seurt doare ma tremen ar vroadelouriezh d’un darn vras eus poblañs Vreizh evel un droukskouer, un torr-hud, gwalladur un tabou.
Ar pezh a zo moustret avat ne chom ket divouezh na diwered. Eztaolet e vez, hogen en ur stumm spurjet, dilec’hiet, dinoaz, dic’hizet (merkomp e lavar ar re yaouank a gemer perzh en abadennoù folklorel ez int « dic’hizet »). Unan eus an doareoù he deus ar vrezhonelezh voustret da zont war-c’horre hep terriñ an tabou gall eo ar folklor. Seul greñvoc’h ar moustr, – ha n’eo ket hepken ar moustr gall, met ivez moustr ar bed greantel euramerikat, – seul stankoc’h an diflukadurioù-se eus ar stummoù henvoazel, skarzhet diouto pep hadenn arvarus, spurjet diouto pep arc’hadur politikel ha pep istoregezh. Ar pezh a vez anvet gant Edgar MORIN an diskouezadurioù nevezhenvoazel.