Kudenn ar folklor en trevadennoù gall Forum E Brezhoneg mar plij !
[ Envoyer un message ] [ Forum brezhoneg ] [ F.A.Q. ] [ Chat ]
(1 visiteur)

Forum E Brezhoneg mar plij ! Modification: 5/9/2005
Création: 26/8/2002

Ul lec'h da gomz brezhoneg war ar genrouedad... Un endroit pour échanger en langue Bretonne sur le net...

 

Kudenn ar folklor en trevadennoù gall

Envoi de Yann-Ber TILLENON le 25 Décembre 2007 17:19:31:

E kêrvreizh omp boas da vezañ digor war ar bed... Setu hon eus tro da zegemer mignoned eus pobloù bet trevadennet gant ar c'hallaoued. Liammoù strizh ha kreñv hon eus liammet abaoe bloavezhioù gant tud ar Maghreb hag Afrika du. Alies hon eus selaouet prezegennoù a-zivout an arallekadur dre ar folklor. A hevelep kudennoù zo kavet en Afrika hag en Europa. E Breizh dreistholl. Nevez'zo hon eus degemeret G.H. Lonsi-Koko, ur C'hongolad dimezet gant ur Vreizhadez. Sekretour ar PS er 15ed ranngêr e Paris (kevrenn François Mitterrand). Sinet en deus e levr: "Mitterrand l'Africain?". Ambriuget e oa bet gant kelaouennerion afrikat. Komzet hon eus hir diwarbenn ar folklor dre vras evel anadenn an trevadennerezh. Ar paotr a anaveze mat ar skrivagner gall Edgar Morin en deus pleustret gwezhall war'r gudenn.

Hervez an aozour gall-se e ve seurt diskouezadurioù nevezhenvoazel an doare da glask gwrizioù. Lavaromp kentoc’h ez int azon an diouer a wrizioù, rak n’int e nep doare ur gwriziennadur, un hunvre a wriziennadur, ur gwriziennadur neuziek ne lavaromp ket. E gwir, luskadoù e-leizh a gaver er bed a-vremañ merket gant an azon-se, er bed greantel ha goudegreantel ; n’eus nemet sellout ouzh al luskad hippie da skouer. Hon amezeion ivez, ar C’hallaoued, n’emaint ket pell diouzh ar c’hleñved gant an tech a ziskouezont da gorvoiñ o zremened evel un danvez marv.

Tu a zo da c’houlenn perak ez eo hepken goude an eil Brezel-Bed {293}ez eus deuet kement a lañs gant al luskad folklorel e Breizh. Unan eus an arbennoù zo a dra sur gant stuz an Emsav er mare-se.

Roll an Emsav zo dieubiñ Breizh ha da gentañ dieubiñ ar vrezhonelezh moustret er Vrezhoned ; n’eo ket dre he lakaat da dremen e-biou d’an Dreistme gall a zo warni evel ur maen-bez, met dre derriñ an Dreistme gall, dre freuzañ taboù an estrenegezh, an arallegezh, dre ademprañ ar spered brezhon : lakaat ar plegoù don anezhañ da glotañ gant e ziavaezioù, reiñ d’hor speredegezh en-dro he roll-krouiñ. Roll an Emsav enta zo krouiñ un den brezhon nevez, ur gevredigezh vrezhon nevez, n’eo ket adlivañ dilerc’hioù ar gevredigezh vrezhon kozh kouezhet er boubellenn c’hall : ne vez ket lakaet gwin nevez er seier kozh, ha nebeutoc’h c’hoazh e seier kozh diroget.

Ha petra a reas an Emsav goude 1945 ? En em dreiñ war-du e dremened. C’hoarvezout a reas dezhañ ar pezh a c’hoarvez gant ar pobloù trec’het : kilañ en tremened. En ur pennad embannet warlene gant Emsav : Enkadenn ar bloavezhioù pemont (3/54), e tezrannemp an devoud-se. « An Emsav en em damolodas warnañ e-unan. () Politikerezh ar prantad-se ned ae ket pelloc’h eget hiraezhiñ d’an Oad Aour kollet ha magañ ur meni mesiazelezh e-keñver dieubidigezh ar vro ‘na vo ket gwelet ganeomp met gant ar rummadoù da zont’ ».

An Emsav a rae ent furmel an hevelep tra hag ar folklorourion, war-bouez an diforc’h-mañ : gant ar folklorourion e teu war-c’horre spes ar vrezhonelezh henvoazel ; gant emsaverion ar bloavezhioù pemont e teue spes an emsavelezh kent. Penaos o dije gallet emsaverion ar mare-se lakaat al luskad folklorel war an hent mat pa oant ken dihentet hag eñ. Er c’hontrol, un niver mat a emsaverion a dremenas el luskad folklorel, o kas hemañ d’un tumor ramzel ouzh kostez un Emsav asiket.


Réponses:


Répondre

Pseudo:
(limité à 25 caractères)
E-Mail:
Cochez cette case pour être averti à l'adresse ci-dessus d'une réponse sur ce fil de discussion

Sujet:
(limité à 40 caractères)

Commentaires:

Lien optionnel URL:
Titre du lien:
Image optionnelle URL:

Transférer une image


Alerter Rezoweb si ce message est illégal

Créez votre Forum Rezoweb gratuitement !

Vous pouvez rechercher un mot ou une expression
dans les messages indexés par Google :

Créez votre Forum gratuit Rezoweb