|
| [ Envoyer un message ] | [ Forum brezhoneg ] | [ F.A.Q. ] | [ Chat ] |
| (1 visiteur) |
| Forum E Brezhoneg mar plij ! | Modification: 5/9/2005 Création: 26/8/2002 |
|
|---|---|---|
Ul lec'h da gomz brezhoneg war ar genrouedad... Un endroit pour échanger en langue Bretonne sur le net... |
||

Matew FAL, rener ar gevredigezh "Amitiés France-Afrique Noire", en deus graet ur brezegenn e Kêrvreizh e miz du tremenet. Komzet hir en deus diwarbenn c'hwitadenn ar folklor evit herzel ouzh levezon an drevadennourion. Heñvel eo e pep lec'h, hervez a welomp. Brasañ mat an drevadennourion zo ober folklorach eus ar pezh a c'hellfe o direnkañ.
Hag-eñ ez eus en Istor skouerioù all a emsavioù c’hwitet ? Mar’d eus, hag-eñ o deus c’hwitet dre an hevelep abegoù hag al luskad folklorel e Breizh ?
Hag ez eus e-leizh. Hep mont gwall bell e c’hellomp menegiñ hor Chouanerezh, hag ivez ar Bonedoù Ruz : an daou luskad a venne stourm evit un urzh kozh, evel-se ez anvent o frankizioù rannvroel. Kilstourmoù heñvel, gwech a-berzh ar werin, gwech a-berzh ar vrientinion, alies a-berzh an div renkad kevreet, a verkas diskar ar broadelezhioù bihan en Europa.
Komz a c’haller c’hoazh eus Karlourion Euzkadi en 19t kantved a en em ganne evit ar roue Don Carlos, roue reizhwirel, evit an urzh kozh bepred hag ar « fueros », da lavarout eo o frankizioù : trec’het e voent ha lamet o « fueros » diganto. Pe ar Jakobited e Skos en 18t kantved, a emsave da zifenn an urzh kozh ivez hag o frankizioù.
Trec’het e voent e Culloden e 1745. Da dostaat e ve {294}emsavadegoù ar gouerion ouzh ar bed arnevez. En un doare e stourmont evit ur stad a draoù kozh, ur stuz kozh, a-enep d’ur stuz nevez a zeu d’e zistroadañ.
N’eo ket anat emezoc’h ez eus er skouerioù emaomp o paouez reiñ luskadoù a hevelep anien gant al luskad folklorel brezhon : oberoù politikel gwirion e voe ar stourmoù lec’hel, rannvroel-se ; stourmerion wirion eo o rene, tud a zleer doujañ dezho ha pa ve en arbenn eus o c’halonegezh.
Pell diouzhimp ivez an emzalc’h a ve anezhañ labezañ ar re faezhet war zigarez int bet faezhet. Pouezus eo evelkent gouzout perak e vez faezhet bepred stourmerion ’zo, perak e c’hwit bep taol, evel dre ret, seurtoù ’zo a emsavioù.
En holl stourmoù-se e kaver an hevelep mennadur : difenn talvoudoù an tremened, hag an hevelep kemmesk : kemer furmoù tremenet an talvoudoù evit an talvoudoù o-unan ; da heul, dispign en un emgann dic’hoanag evit korfoù marv an nerzhoù ret da grouiñ korfoù nevez ar mare.
Amañ emañ ar c’hemm etre ar spered kilstourmer a glask harpañ ur feiz wan war ziazezadurioù an tremened, hag ar spered dispac’her a daol e feiz noazh en dazont da zougen diazezadurioù e amzer. L. LEMOINE en deus skrivet e oa ar rannvroelourion « klañvourion an amzer » . Klañvourion en doare ma vuhezont an amzer eo ar gilstourmerion, adalek ar Chouaned betek ar folklorourion.
Mab-den ne vev ket er bremañ hepken : rankout a ra bevañ en tu all d’ar bremañ, pe evel ma lavarer c’hoazh : bevañ war drehont. An trehont-se a c’hell bezañ un dazont oc’h enderc’hel ar bremañ, o chom e daelerezh strizh gant ar bremañ ha neuze bezañ e devoud ur vuhez krouus. An trehont-se a c’hell bezañ an tremened, pe un dazont mojennek hep darempred oberiek gant ar bremañ.
Er c’heñver-se ez eo Breizh ha moarvat ar broioù isdiorreet all lec’hioù-studi eus ar c’hentañ. Anaout a reomp stourmerion an tremened : difennourion ar stuzegezhioù henvoazel (a weler o sevel hiziv a-enep da liderezh nevez an Iliz katolik evel ma savont a-enep d’ar stuzegezh arnevez), hiraezherion an Dugelezh pe ar Gelted kozh, ar gempennourion, a gav gwell kaout ur bed kabac’h da dakonañ eget ur bed nevez da grouiñ.
Anaout a reomp ivez stourmerion an dazontoù mojennek : ar mesiazelezhioù emsavel ha kravezel, ar rannluskadoùigoù hag ar ranngredennoùigoù, heñvel a-walc’h ouzh ar pezh a weler er mare-mañ er broioù du, evel « Relijion ar C’hargo ».
An den trec’het a gil en tremened pe a ziflip er faltazi. Spered an trec’h, mar bount an den etrezek an dazont, ne vir ket outañ a vezañ azezet start-kenan er bremañ.