Brezhoneg yezh dispac'hel Forum E Brezhoneg mar plij !
[ Envoyer un message ] [ Forum brezhoneg ] [ F.A.Q. ] [ Chat ]
(1 visiteur)

Forum E Brezhoneg mar plij ! Modification: 5/9/2005
Création: 26/8/2002

Ul lec'h da gomz brezhoneg war ar genrouedad... Un endroit pour échanger en langue Bretonne sur le net...

 

Brezhoneg yezh dispac'hel

Envoi de Yann-Ber TILLENON le 25 Décembre 2007 17:58:06:

Hor mignon, Jacob ASOUS, o tistreiñ eus Israël en deus diskouezet dimp penaos e oa tost a-walc'h istor ar brezhoneg evel yezh nevez da sevel Breizh, ouzh istor an hebraeg nevez evit sevel Israël, ur vro nevez. Ur bern heñvelderioù zo gant istor an emsaverion ouzh ar sionourion gentañ!...

Lusket eo Breizhiz gant un trivliad brogar, hag evit ul lod ez eo deskiñ brezhoneg treiñ an trivliad-se en un ober fetis. Kreskiñ a ra niver an dud a fell dezho deskiñ brezhoneg. Ha reizh kenan eo.

Met diouzhtu e krog ar c’hudennoù. Da betra e talvezo d’an dud-se deskiñ brezhoneg er gevredigezh c’halleger ez eo hiziv pobl Vreizh dalc’het gant ar frammoù gall ? Da c’hallout lenn an nebeudig levrioù brezhonek embannet bep bloaz ? Da c’hallout brezhonegañ ur wechig an amzer gant ur c’houer a youl vat, pe gant tud o deus evelto desket « brezhoneg al levrioù » ? Seurt brezhoneg zo un hobi, un albac’henn a-vec’h talvoudusoc’h eget ar gerioù kroaz. Ha koulskoude, un darn vat eus ar skolioù brezhoneg n’o deus ken pal nemet lakaat an hobi-se etre daouarn an dud.

Ne c’hell bezañ a vrezhoneg e-maez ur gevredigezh vrezhon, ha ne c’hell bezañ a gevredigezh vrezhon e-maez frammoù politikel brezhon. Ur skol vrezhoneg a rank bezañ ur benveg da brientiñ an dispac’h a lakay ar frammoù politikel brezhon en o flom hag a ziskaro ar frammoù politikel gall e Breizh.

Ur skol vrezhoneg nad eo ket ar benveg dispac’hel-se n’eo ket ur skol, met un touellerezh. Diskouez dispriz ouzh an dud eo o lakaat da zeskiñ brezhoneg en ur guzhat outo an dibab o deus d’ober etre an daou argerzh a zo hiziv o stourm er vro : argerzh an dispac’h, an hini a ren e kevredigezh hag e frammoù an Emsav ; argerzh an diskar, an hini a ren er gevredigezh dalc’het gant ar frammoù gall.

Nac’h, evel ma ra skolioù ’zo, lec’hiañ ent politikel ar brezhoneg zo ober anezhañ un hobi, un albac’henn hiniennel, ur fetichenn, boued an dangorelouriezh, ober van d’e zibradañ evit e lazhañ suroc’h a se.

Ar gelennerion vrezhoneg a nac’h ober politikerezh a asant derc’hel ar framm gall war ar vro. Ha lec’hiañ ar brezhoneg er framm gall zo tennañ digantañ kement galloudezh dispac’hel en deus.

N’eus nemet ul lec’h d’ar brezhoneg : ar framm brezhon. Lec’hiañ ar brezhoneg er framm dispac’hel brezhon zo reiñ d’e c’halloudezhioù dispac’hel an tu leun d’en em ziskouez ha d’en em seveniñ.

« Greomp forzh petra evit Breizh. Kement-se ’vo bepred ». Evel-se e komz tud bet tizhet gant gras an Emsav, o kempenn o brogarantez evel ma kempenn ar vourc’hizion vihan o relijion, da lavarout eo en dangorelouriezh hag en diboellegezh. En dangorelouriezh, peogwir e vez ganet o oberoù eus dimeziñ un trivliad distumm gant levezonioù an endro ha degouezhioù ar mare.

En diboellegezh, peogwir ne veizont ket o oberoù evel eztaolioù ur gevanenn gevredadel, nag evel prantadoù ur c’herzhad istorek d’ur pal e darempred poelloniel ganto.

Ma ne daolomp ket pled da savelañ evel ergorelezh kevredadel kement tra a reomp, ma ne savlec’hiomp ket en e zarempred poelloniel gant ar pal kement ober ha kement darvoud a sell ouzhimp, n’hon eus ket gwir da zougen an anv a emsaver, a vesker an Emsav ne lavaromp ket.


Réponses:


Répondre

Pseudo:
(limité à 25 caractères)
E-Mail:
Cochez cette case pour être averti à l'adresse ci-dessus d'une réponse sur ce fil de discussion

Sujet:
(limité à 40 caractères)

Commentaires:

Lien optionnel URL:
Titre du lien:
Image optionnelle URL:

Transférer une image


Alerter Rezoweb si ce message est illégal

Créez votre Forum Rezoweb gratuitement !

Vous pouvez rechercher un mot ou une expression
dans les messages indexés par Google :

Créez votre Forum gratuit Rezoweb