Re: Brezhoneg yezh dispac'hel Forum E Brezhoneg mar plij !
[ Envoyer un message ] [ Forum brezhoneg ] [ F.A.Q. ] [ Chat ]
(1 visiteur)

Forum E Brezhoneg mar plij ! Modification: 5/9/2005
Création: 26/8/2002

Ul lec'h da gomz brezhoneg war ar genrouedad... Un endroit pour échanger en langue Bretonne sur le net...

 

Re: Brezhoneg yezh dispac'hel

Envoi de Yann-Ber TILLENON le 25 Décembre 2007 19:59:43:

Réponse à: Brezhoneg yezh dispac'hel envoi de Yann-Ber TILLENON le 25 Décembre 2007 17:58:06:

Pa oa deut warlene hor mignon ar rabin Itsac LEVY e Kêrvreizh hon eus bet tro da vurutellat hir diwarbenn labour tad an hebraeg nevez Eliézer Ben Yehoudah. Hemañ zo bet un doare Fransez Vallée evit savelañ an hebraeg en ergorelezh kevredadel a zo deut da vezañ Israël.

Petra dalvez : savelañ kement tra a reomp en e ergorelezh kevredadel ? Setu ur skouer. Hogos an holl ac’hanomp a rank er mare-mañ ren o labour-bevañs er gevredigezh c’hall. An emsaver avat a lavar : « Gant va micher n’on ket evit gouestlañ kalz amzer d’an Emsav » zo en diboellegezh, rak kemer a ra ar gevredadelezh c’hall da ziazez ha reiñ d’an Emsav ul lec’h enni.

Ar boellegezh eo kemer ar gevredadelezh emsavel da ziazez ha reiñ d’al labour-bevañs e lec’h enni. Dlead an emsaver eo klask ur gourc’hwel a vasto da zivizoù e labour emsavel.

En eskemm, ha bepred hervez ar boellegezh, ez eo gwir groñs an emsaver kaout en Emsav kement skoazell en deus ezhomm d’ober e labour emsavel. An amkan kentañ da dizhout er c’heñver-se eo ma ve emsaverion o kaout o labour-bevañs en Emsav.

Amplegad kentañ an tizhout-se avat eo ma teufe an emsaverion da boellekaat o doare-sellout war an danvez-mañ.

Petra dalvez : savlec’hiañ kement a sell ouzhimp en e zarempred poelloniel gant ar pal ? Setu ur skouer. Dedennet oc’h gant ar yezhoniezh, hogen ur mulgul ez eus en ober politikel dre ziouer a gevredadourion : dilezel a rit diouzhtu ho labourioù a yezhoniezh ha stagañ gant studioù war ar gevredadouriezh.

Ur skouer all : skort e chom bezañs an Emsav er gennad-mañ-gennad eus ar boblañs. En em ouestlañ a ra un niver a emsaverion d’al labour er gennad-se, – zoken mar rankont, evit henn ober, dilezel un obererezh a vaste da c’hoantadoù o dangorelezh.

Anat eo e tle tremen an Emsav eus par an embregerezhioù hiniennel mui pe vui kendoniet d’ur c’hreizennadur eus ar veli politikel. Ne c’hallo avat an tremen-se bezañ graet ervat nemet p’o devo an emsaverion kemeret ar pleg da veizañ kement a reont a-gevreizh poelloniel gant pal an Emsav.

Unan eus an tachennoù ma kav ar veskerion lec’h d’o intrudu eo ar pezh a anvont an « emgann evit ar yezh » hag a zo an difreterezh yezhelour. Meur a wech c’hoazh ez eus bet strivet da zilouiñ seurt geun, nemet n’eur ket deuet a-benn d’he disec’hañ da vat.

Ret e vo henn ober koulskoude, anez e welimp bep bloaz toulladoù a zanvez emsaverion o vont d’en em goll e-barzh diremed.

Graet eo spered an difreterion yezhelour e seurt doare ma ne welont ket ar brezhoneg a priori e-barzh ar framm dispac’hel brezhon. O dallentez politikel o degas da glozadurioù souezhus evel hemañ : ret eo lakaat ar brezhoneg e skolioù Breizh bremañ. Ne welont ket ez eo lakaat ar brezhoneg er skolioù gall kement ha :

– stagañ Breizhiz muioc’h c’hoazh ouzh ar frammoù sujer ha bac’hañ un tamm ouzhpenn eus o buhez en trap trevadennel ;

– mirout ouzh Breizhiz a grouiñ ar frammoù politikel a zo ezhomm kentañ o bro ;

– en diwezh, ha kement-se a verk ar splannañ amoedigezh o difreterezh, tennañ digant ar brezhoneg e-unan pep nerzh dispac’hel ha dre-se pep chañs da vevañ.

Lakaat ar brezhoneg er skolioù gall zo distrujañ ar brezhoneg evel benveg da sevel ar vro. An difreterion yezhelour a oar ervat ez eo skolioù Breizh un tamm eus ar framm gall, ha ne drec’hint biken war an dachenn-se, met petra a ra se dezho ? Un tammig magadur hunvreel a gavont aze d’o dangorelezh ha mat pell ’zo !

Lec’h ar brezhoneg zo ar framm dispac’hel brezhon, ha da gentañ an deskadurezh vroadel vrezhon. Gant he dispac’h e vo bountet Breizh betek war dalbenn-krouiñ an denelezh.

Barrek e rank an emsaverion bezañ da zerc’hel al lec’h-se. Roll an deskadurezh en Emsav eo degas ar Vrezhoned eus an azenerezh politikel, sevenadurel ha denel m’emaint da stuzioù uhel an talbenn hollvedel.

Hir eo an hent hon eus da ergerzhout, da gentañ evit en em ziazenañ, da c’houde evit bezañ gwastadourion Breizh hag an denelezh a-bezh.

Ul lec’hienn voutin eo er framm gall lavarout ez eus daou seurt Breizhiz : ar re varrek, a ya da bParis, ar re zister, a chom e Breizh. Roll an Emsav eo krouiñ un trede seurt : Brezhoned varrek o chom er vro, – ha n’eo ket gant ar mennad da reiñ lañs dezhi e diabarzh ar framm sujer, met gant ar mennad da grouiñ ur framm Brezhon ha da freuzañ ar framm sujer.

An dud-se zo pal an deskadurezh vrezhon o c’hrouiñ. An dud-se ne ziwanont ket dre un trivliad berrbad na dre hent ar rambreadennoù dangorelour, met dre un embregerezh hirdermen. Uhel e rank bezañ o barr deskadurezh, ha n’eo ket hepken o deskadurezh difetis, met o deskadurezh emouiziek fetis.

An dud-se hepken zo gouest da anaout pobl Vreizh ha dreist-holl da lakaat pobl Vreizh d’en em anaout evel ma n’eo bet anavezet gant den araozo. O c’hefridi a wastadourion zo kavout an diskoulm d’an enkadennoù hag o diskoulmañ ; seveniñ ar galloud brezhon ha pellaat ar galloud sujer ; ha dreist-holl en tu all d’an dieubidigezh bleniañ ar vro en he gorreidigezh.

An dud-se n’int na gouroned na dreisttud, an emsaverion er ster boutin ez int hepken. Ur vicher ez eus aze da zeskiñ hag ur wall vicher, – hon eus holl da zeskiñ, rak bep ma’z a an Emsav war-raok e tihun pep hini ac’hanomp bep beure e kroc’hen un deskard emsaver. Bemdez e rank bezañ adc’hanet dremm an dispac’h. Bemdez avat omp gortozet en hon dihun gant yezh an dispac’h.

Gant ar brezhoneg, kehenter hon Istor ha kempoeller hor c’hevala istorek, emañ etre hon daouarn ar benveg azas-kaer diouzh micher an Emsav.


Réponses:


Répondre

Pseudo:
(limité à 25 caractères)
E-Mail:
Cochez cette case pour être averti à l'adresse ci-dessus d'une réponse sur ce fil de discussion

Sujet:
(limité à 40 caractères)

Commentaires:

Lien optionnel URL:
Titre du lien:
Image optionnelle URL:

Transférer une image


Alerter Rezoweb si ce message est illégal

Créez votre Forum Rezoweb gratuitement !

Vous pouvez rechercher un mot ou une expression
dans les messages indexés par Google :

Créez votre Forum gratuit Rezoweb